|
Un istor skrivet ha skeudennet gant ar skolidi
CE2, CM1 ha CM2. |
|||
|
Piv out te? |
|||
|
Me eo ar ran Pimpoglas. O vale a-hed ur stêr
emaon,
e-kichen ur c'hoad. Kavout a ran mignoned ha gant pep
hini anezho e c'houlennan: "Piv out te?" |
|
||
|
Un delfin on. Lenaig eo ma anv. C'hoari 'barzh ar mor a blij din ar muiañ. |
|
||
|
|
|||
|
Madig ar c'hi on. A-hed ar stêr emaon o chom ha diwall ar ran ouzh ar c'hoad. |
|||
|
|
|
Ur gazhez wenn on. Mel eo ma anv. Daou vloaz on. |
|
|
Liesliv on, Sivi eo ma anv. Ur valafenn on. Plijout a ra din bale 'barzh ar c'hoad. |
Ul likorn on. Miliv eo ma anv. 'Barzh ur c'hroc'h strobinellet emaon o chom. |
|
|
|
Farsus eo ma anv. Ur c'horrigan medisin on. Plijout a ra din c'hoari echedoù.
|
|
|
N'on ket brasoc'h evit tri aval ha koulskoude on hanter-kant vloaz. Korriden eo ma anv. Anavezout mat a ran ar c'hoad rak 'drek ur wezenn emaon o chom. |
|
|
|
Ma c'hroc'hen a zo roz ha Kerez eo ma anv.
Ur banterenn roz on, un drompetenn 'm eus. War harzoù ar c'hoad emaon o chom.
|
|
|
Glasig eo ma anv. Nav bloaz on. Ur valafenn on ha plijout a ra an akordeoñs din kalz. |
![]() |
|
|
|
. |
Ruz on, bihan on, un diaoul on! 'Barzh
ur |
|
|
| Me eo ar breur. Tan zo warnon, ruz on ivez ha Diaoul bras on anvet. | |||
|
|
|||
|
Un skeledenn 800 bloaz on. Ankoù eo ma anv. 'Barzh ur c'hav e vevan gant ur gevnidenn zu. Plijout a ra din c'hoari mell-droad ganti. |
|||
|
|
|||